Toaz sablek :1
Sitroñs :2
Sukr Poultr :150g
Sukr poultr evit ar verengenn :90g
Ui :3
Gwenn-ui evit ar verengenn :3
Amann :125g
Kelc'h plad
1. Ledañ an toaz en ur plad ha goleiñ anezhañ gant boulouigoù poazhet pe c'hoazh gant piz-sizez da skouer.
Forniañ da 180° e-tro 15 munutenn.
2. Lakaat an amann da deuziñ gant chug an daou sitroñs en ur gastelodenn.
3. Basañ ar vioù gant ar sukr, hag ouzhpennañ an amann hag ar chug sitroñs.
4. Adlakaat ar meskad en er gastelodenn ha poazhañ betek ma vo fetis ar meskad.
Diskenn anezhañ war an toaz sablek, lezel da yenañ.
5. Basañ ar gwennoù-vi en erc'h hag ouzhpennañ ar sukr. Lakaat ar verengenn war an dartezenn gant ur sac’h envez.
6. Forniañ un nebeud munutennoù pe ober gant ur skavenn evit rouzañ an dartezenn.
7. Lakaat en yenerezh daou eurvezh a-raok debriñ.
Toaz sablekPâte sablée
Ledañétendre, allonger
Goleiñ (bv : golo)couvrir
Boulig (boulouigoù)bille(s) en terre-cuite
Piz-sisezpois-chiches
Forniañenfourner
Sac’h envezpoche à douille
Skavennchalumeau
Sachit-warniservez-vous